Les trésors de Bretania près de chez vous

« Kan an Tevenn »: Un trede album gant Gwennyn

Reportajoù Keleier ar Vro - 21/12/2011

I_
0:0000:00

 

« Kan an Tevenn » setu anv album nevez Gwennyn. Trede hini embannet gant ar plac'h yaouank 'zo a orin eus Argol.

 

 

Tem ar mor eo an hini 'zo disleget 'ban unnek kanaouenn 'zo war ar bladenn: kanaouennoù e saozneg, galleg hag e brezhoneg. Labouret 'neus Gwennyn gant ar soner gitar Patrice Marzin, evel just, met gant tud all, ivez,'neunt skrivet testennoù dezhi da laret eo Kristin Merienne, Gerard Manset 'zo brudet mat evit e oberenn rock 'ba Bro-C'hall ha Kenneth White. Met skrivañ 'ra Gwennyn kanaouennoù ivez. Kanaouennoù gouestlet d'ar mor ha d'he bro. Setu 'pezh 'noa displeget da Erwan Blanchard, dec'h da noz da geñver ur show-case 'ba Landerne.

 

  • Partager sur :

Localisation :


  • Pays de Brest
  • Argol

21-12-2011