Yves Rocher e Gazilieg
Yves Rocher e penn un embregerezh ha maer Gazilieg er Morbihan en deus diorroet e gêr c’hinidik a drugarez d’an ijinerezh gwezeladel. Daoust ma ’z eo gwelet mat gant ar velestridi e kaver abeg a-wechoù d’ar berzh a ra.
Ar film-mañ graet e 1978 a rent enor da obererezh Yvez Rocher a orin eus Gazelieg. Krouet en deus e afer diwar ur meizad a raio berzh – hini ar produoù naturel hag ar werzh dre lizher -. Savet en deus an ambregerezh gwezeladel er bloavezhioù 50 ha dont a ra da vezañ etrebroadel. Ar raktres e penn kentañ a oa hini un den gant intrudu ha deuet eo da vezañ e dibenn an XXvet kantved ur gronn a gaver en un ugent bro bennak hag a ro labour da 15 000 den bennak e obererezhioù liesseurt (ar merk Petit bateau da skouer) met chom a ra ar gwezelerezh al lodenn bennañ. An douaroniour Michel Phlipponeau en deus roet Gazelieg da skouer diorreadur ijinerezhel ar c’hêrioù bihan e kreiz ledenez Vreizh.