Valéry Giscard d’Estaing e Ploermael
Prezidant ar Republik, Valéry Giscard d’Estaing, e-doug ur veaj e Breizh a zistagas ur brezegenn e Ploermael. Kemenn a reas e vefe savet ur garta sevenadurel a rofe an tu da ziorren ha da wareziñ ar sevenadur breizhek ha gallaouek.
Gant ar brezegenn distaget d’an 9 a viz C’hwevrer 1977 e kemennas prezidant ar republik, Valéry Giscard d’Estaing, ur c’hemm bras e politikerezh ar Stad c’hall e-keñver anaoudegezh ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro. En degouezh-se, pa voe diogelet gantañ ne oa abeg ebet da zroukveskañ unaniezh hag unseurtegezh e Bro-C’hall, e kemennas d’an dileuridi vreizhat savidigezh kartaoù sevenadurel evit ar rannvroioù.