An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Va zammig tachenn war ar maez

I_
0:0000:00

 

Ange Vallée (1897-1966) a zo bet oberiant e Klub Filmaozerien amatour Roazhon. Filmañ a ra un divdaolenn war Gwikomm, ur gêriadenn war vord ar Gwilen. Diskouez a ra an aozer memor kuñv ul lec'h, ar vuhez a-hed ar c'houlzioù-amzer hag e rent enor d'ur gumuniezh.

Al lodenn gentañ a grog gant ur sell dre vras war glad ar stêr ha savadurioù ur vro enni trizek kastell ha tiez kreñv, a-raok tostaat ouzh buhez pemdeziek an dud : ar skluzierez, tud o tont er maez eus un iliz goude an oferenn, teurel draje da gerzh ur vadeziant, tud o pediñ er vered, Gouel ar Sakramant, gouel ar bloaz, embregerezh ar bomperien, ar varc'hadourez krampouezh, ar c’hannerezed, ar staener, an heskenner-koad hag ar marichal.

 

 

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays des Vallons de Vilaine
  • Guichen

01-01-1947