An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ur skeudenn eus Sant-Maloù

War un deiziataer moullet gant Oberthür

 

War ar maenmoulladur liesliv-mañ e weler ur vaouez yaouank fichet-kaer o vale war ar mogerioù-kreñv a-fas d’ar mor hag, en ur stern, ur c’hourser o sellout ouzh an donvor dre e luned pellwel.

 

Evel-se, o tegas soñj eus istor kêr ar gourserien, e teu un deiziataer da vezañ un atiz d’ar veajoù.

E 1854 e voe embannet kentañ deiziataer ar Post gant ar mouller roazhonat Charles Oberthür. Ha pa oa bet cheñchamantoù gant skeudennoù Almanak ar Post hag ar Pellskridoù a-hed an amzer, e oa chomet heñvel o stumm hag o danvez dre vras.

Gant levraoueg kêr Roazhon emañ brasañ dastumad deiziataerioù Oberthür.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Saint-Malo
  • Tinténiac