Ur raktres dourc’hounezerezh en Arvor-Baden
En Arvor-Baden, emañ geunioù Penn an Toull e kreizig-kreiz un tabut etre ur strollad istrerien ha dourc’hounezerien eus un tu hag ur gevredigezh a zifenn an endro eus un tu all, La Vigie. An daou du a fell dezho bezañ perc’henn war al lec’h.
Ar gounezerezh-mor pe dourc’hounezerezh a zo evit lod, kozh (ar c’hreginerezh), ha nevesoc’h evit lod all (sevel pesked). Ar pezh a zo nevez adalek ar bloavezhioù 1980 e Breizh eo an douratantoù a-hed aodoù Breizh evit sevel istr ha pesked. Perak ? Ken eeun ha tra abalamour m’eo digresket pinvidigezh ar mor el lec’hioù pesketa hag el lec’hioù produiñ. Ouzhpenn-se, ez eus ur goulenn a-berzh ar vevezerien c’hall. Padal, estreget ur stummadur teknikel ha skiantel ret evit ar re a fell dezho kaout un dachenn, eo niverus ar skoilhoù. Da gentañ war an danvez lezennel ha politikel. An amzer da gaout an aotreoù digant ar Stad evit staliañ un douratant a zo hir-tre. Un eil skoilh a-bouez eo hini an ekologiezh evel en Arvor-Baden e 1989. Kalz a Vreizhiz a sav a-du da stourm o vezañ ma falla an endro abaoe kreiz an XXvet kantved. En tu-hont d’al luskadoù niverus evit al lanv-du hag ar raktresoù sevel kreizennoù nukleel, kalz a stourmerien ekologel a c’houlenn e vefe lakaet e pleustr ur politikerezh strizh evit gwareziñ o endro. Emzalc’h an den e-keñver ar mor a gemmas e Breizh eta e dibenn an XXvet kantved. An emzalc’h nevez a rank an den kaout gant ar mor a laka daou rummad tud da enebiñ an eil ouzh egile ha diaes-tre eo dezho en em glevout.