An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ur geriadur brezhoneg

Bet embannet e Landreger er XVvet kantved

Ur geriadur brezhoneg - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Ur geriadur teiryezhek, brezhoneg-galleg-latin eo ar C’hatolikon, skrivet gant Jehan Lagadeuc war-dro 1464 ha moullet evit ar wech kentañ e Landreger e 1499, diwar goulenn mestr Aofred a Goatkeveran, chaloni eskobti Landreger, evit ar gloareion. Ouzhpenn 6000 ger brezhoneg a zo ennañ, troet e latin hag e galleg ivez, peurliesañ.

 

E dibenn ar moulladur, ar c’holofon anezhañ, emañ merk ar mestr-mouller, Jehan Kalvez : binvioù kilvizerezh a ya d’en ober eveljust.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Trégor-Goëlo
  • Paimpol

01-01-2017