An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Trede pazenn an digreizennañ demokratelezh hag adunvanidigezh

 

D’ar sadorn 15 a viz kerzu 2012, un nebeud mizioù a-raok na votje ar Sened hag ar Breujoù war danvez ul lezenn diwar « Trede pazenn an digreizennañ » e oa bet savet ur vanifestadeg e Montroulez, war douaroù Marylise Lebranchu, ministrez an digreizennañ.

 

Dibabet e oa bet gant an aozourien – ar bodad 44 = BZH hag ar gevredigezh Breizh Unvan – gouestlañ ar vanifestadeg-se d’an demokratelezh ha d’an adunvanidigezh, kement ha degas da soñj e oa bet kemmet doare ha statud meur a diriad er bloavezhioù kent er pep brasañ eus Stadoù Europa, ar Stad c’hall en o zouez.

E Breizh avat n’eus bet a gemm nemet oc’h ober van eus goulennoù kreñv pobl Vreizh abaoe pell ; ma vo adunvanet departamant al Liger-atlantel gant Breizh paneveken.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Morlaix
  • Morlaix

Mikaël Bodloré-Penlaëz
15-12-2012