An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Tour-tan Enez Loued

Tour-tan Enez Loued

 

Ti tour-tan Enez Loued zo bet savet e 1857 evit suraat mont tre porzh Montroulez. Un toullad familhoù diwallerien tourioù-tan o deus bevet eno betek m'eo bet emgefrekaet e 1962. Tost emañ eus Kastell an Tarv hag a dal da Garanteg, ha berzh a ra he « skeudenn kartenn-bost ».

 

 

Bez e c'heller feurmiñ ti an diwaller tour-tan, e stêr Montroulez, eus miz Ebrel da viz Here. Diwallit, berzh bras a ra ha feurmet eo dija evit 2016 ha 2017 ! Tu zo deoc’h koulskoude reiñ hoc'h anv evit bezañ kemennet ma vez dilezet ur feurm gant unan bennak. Ur mennoz mat evit aozañ un dibenn-sizhun doare Robinson Crusoe war an enezennig souezhus-se, chomet digemm abaoe penn kentañ an XXvet kantved.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Morlaix
  • Carantec