An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Tangwall meur Roazhon e 1720

Tangwall meur Roazhon e 1720 - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

N’eus ket kalz a dier eus ar Grennamzer nag eus ar XVIvet kantved ken e Roazhon met savadurioù ha letier kaer an XVIIIvet kantved zo c’hoazh er c’hreiz-kêr.

 

 

An tangwall spontus a rivinas kreiz ar gêr gozh e 1720 zo kaoz d’an neuz dic’hortoz-se e kêrioù Bro Frañs. Dre chañs ne oa ket bet taget palez ar Parlamant an taol-se evel m’en gweler mat war ar skeudenn-mañ. E 1994 avat e oa bet rivinet gant an tan. Adsavet eo bet abaoe, dres evel ma oa, ha mont d’e weladenniñ a c’heller ober bremañ.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Rennes
  • Rennes