An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Spered Kreiz-Breizh

I_
0:0000:00

 

Gouzañv a ra Kreiz-Breizh o vezañ n’eo ket anavezet a-walc’h. Pell diouzh ar c’hreizennoù divizout, eo chomet pell diouzh preder ar bolitikerien. Intrudu lec’hel a ziwan koulskoude, peurgetket ar GALCOB ha festival an Erer Kozh.

 

 

Un tamm ouzhpenn 100 000 a dud a ziskouez un unaniezh sevenadurel ha douaroniezhel, daoust m’en em led war tri departamant, Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan. En desped da bromesaoù ar gouarnamant hag a ra e soñj a-benn ar fin, da heul studiadennoù ar CELIB, da zivac’hañ Breizh er bloavezhioù 1960, e seblant dazont Kreiz-Breizh bezañ en arvar. Dre m’eo rannet etre tri departamant, pell diouzh pep lec’h, lec’hiet pell diouzh an aodoù, hep ur gêr vras enni (Karaez eo an hini vrasañ) ha merket gant hengounioù diwar ar maez, e hañvale bezañ ankounac’haet gant an holl daoust d’ar promesaoù graet da vare ar rannvroeladur (miz Ebrel 1969).

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Mellionnec
  • Pays du Centre Ouest Bretagne

02-10-1998