An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Skoazellit BKD paludoù Gwenrann

 

E diwezh ar bloavezhioù ’60 e voe lakaet ar paludoù-holen en arvar gant raktresoù bras harpet gant dilennidi zo, war zigarez diorren an douristelezh war ragenez Gwenrann. Sevel a reas ar baludourien a-enep distruj danvez o micher, diaes o jeu c’hoazh dre ma oa an dastum holen-mor war goazhañ tamm-ha-tamm.

 

Neuze e krogas ur prantad dek vloavezh stourm (1968-1978) kaset gant ar baludourien a oa en em strollet en ur bodad produourien.

E 1978 e voe savet ur stummadur d’ar vicher a baludour evit an dud deuet. War ar memes tro e voe savet ur Bodad Kenberc’hennañ Douar-Labour evit sikour paludourien yaouank d’en em staliañ. Gant ar skodennoù kentañ e voe prenet hag adkempennet an holeneier kentañ.

Bev-mat eo c’hoazh spered ar BKD an deiz a-hirie. Meret eo gant ur c’huzul 9 den a youl vat, paludourien / paludourezed an div drederenn anezhe diouzh ret. Postet e vez gounidoù ar bloavezh er prenañ hag adkempenn holeneier all.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Communauté d'Agglomération Région Nazairienne et de l'Estuaire
  • Guérande