An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Sinadur Karta sevenadurel Breizh e 1977

 

Kemennet e oa bet Karta sevenadurel Breizh gant ar prezidant Valéry Giscard d’Estaing e Ploermael en e brezegenn d’an 9 a viz C’hwevrer 1977, ha sinet e oa bet gantañ d’ar 4 a viz Here 1977. Ganti eo « personelezh sevenadurel » Breizh a voe anavezet ez ofisiel evit ar wech kentañ, o harpañ kelennadurezh ar brezhoneg hag o krouiñ Kuzul sevenadurel Breizh.

 

 

D’ar 4 a viz Here e voe sinet Karta sevenadurel Breizh gant ar Stad, gant an EPR (« Ensavadur publik rannvroel » e oa anv a Rannvro a-raok ne vije dilennet e guzul gant an holl) ha gant pemp departamant Breizh.

 

Anv oa bet diouti evit ar wech kentañ gant Giscard-d’Estaing e Ploermael dindan un deltenn vras d’an 9 a viz C’hwevrer 1977 : anavezout « personelezh sevenadurel Breizh » ha fiziañ er Rannvro he folitikerezh sevenadurel an hini oa he c’hefridi, o respont da « youl poblañs ha dilennidi Breizh ma vefe doujet d’o identelezh. »

 

Kelennadurezh yezh ha sevenadur Breizh

 

Evit ma vo « anavezet talvoudegezh ha dellid » yezh ha sevenadur Breizh e voe kinniget gant ar Garta diorren ar c’helenn e galleg diwar glad sevenadurel Breizh e stern programmoù nevez « da bep live ar c’helennadurezh e Breizh a-bezh ». Renabliñ a rae ar Garta an enklaskoù istor a oa da vezañ kaset er skolioù-meur ha menegiñ teñzorioù Bro-C’hallo.

 

Sellout a rae ar pep brasañ eus an araokadennoù, war gont ar Stad, ouzh ar brezhoneg : kentelioù diret er 6vet hag er 5vet klas, kelenn dre zibab (yezh ha sevenadur Breizh) er 4re hag en 3de klas adalek adkrog-skol miz Gwengolo 1979, war batrom ar yezhoù estren, kement ha reiñ da opsion brezhoneg ar vachelouriezh « talvoudegezh un eil yezh vev » en holl rummadoù anezhi.

 

Ha gwelloc’h c’hoazh : lakaet e voe an eurvezhioù-se e-barzh implij-amzer ar skolaj ha servij ar gelennerien aet war ar renk. Stajoù meret gant an deskadurezh-Stad a oa da vezañ aozet evit peurstummañ ar gelennerien-se.

 

Radio ha tele

 

Berr e chome ar Garta war ar c’hraf-mañ ha pa anzave e oa dioutañ ur « elfenn hollret da diorraoadur ar sevenadur rannvroel ». Ne gase ket he disentezioù da wall bell : skignet e vefe bep sizhun un abadenn dele 20 mn… ha kresket e vefe ar programmoù adalek fin ar bloavezh 1978 !

 

Glad sevenadurel

 

Krouiñ un Atalier teknik rannvroel (kevredigezh hervez lezenn 1901) ha prometiñ kas war gresk ar skoazell arc’hant ha teknik da « kevredigezhioù sevenadurel Breizh » (Kendalc’h, da skouer), sell aze danvez ar striv a oa da vezañ graet evit difenn ar glad hag anavezout sevenadur Breizh.

 

Ar chapelioù, « tier bro » anezhe, a oa meneget ivez, e-touez aozadurioù all evel ar c’hreizennoù diorren d’ar sonerezh…

 

Kuzul sevenadurel Breizh

 

Kinnig a rae ar Garta krouiñ Kuzul sevenadurel Breizh, 61 ezel anezhañ, e anv ar strollegezhioù lec’hel, ar c’hêrioù, ar skolioù-meur, ar c’hevredigezhioù sevenadurel (dek plas), prefed ar Rannvro ha rektor an akademiezh en o zouez.

 

Bep bloaz e vefe embannet gantañ e ali war ar mod ma vefe dasparzhet ar skoaziadoù ha war « linennoù-stur politikerezh sevenadurel Breizh » evit ur bodad etredepartamant ennañ dileuridi ar Stad ( 9 dileuriad, ar 5 prefed en o zouez) ha re ar c’huzulioù-departamant par-ouzh-par.

 

Skol Uhel ar Vro

 

Plediñ a raio Skol uhel ar Vro da zont gant ar brezhoneg hag ar galloeg, o lennegezh « koulz dre gomz ha dre skrid » ha gant a bep seurt elfennoù eus an arz hag eus ar glad. Arc’hantet e vefe he obererezh bep bloaz gant 3 million a lurioù digant ar Stad ha kement all digant an EPR. Evit he mont en-dro e vefe rannet dre zaou etre ar Stad (1,5 million a lurioù) ha kuzulioù-meur ar pemp departamant.

 

Bilañs

 

En tu all da skeudenn un « demokratelezh c’hall » nevez diouzh ar c’hiz ha pismiget gant an tu kleiz (an UDB paneveken) e voe eus ar Garta un araokadenn ouzhpenn an disentezioù liesseurt laosket gant ar c’haolisted da heul miz Mae 1968. Kemer a ra ar Garta plas al lezenn Deixonne bet votet e deroù ar bloavezhioù ’50, an disentez nemetañ a dalveze evit meur a yezh war un dro war dachenn ar Stad c’hall. Votet e oa bet diwar un emglev ledan awalc’h, taer an tabutoù kent avat ha strizh-tre he dalvoudegezh a-benn ar fin, o tegas un heklev d’ur stourm a oa bet kroget gantañ er bloavezhioù ’30 paneveken.

 

Deuet eo Kuzul sevenadurel Breizh da vezañ un ensavadur ofisiel eus Kuzul rannvro Breizh, sammet gantañ kefridioù ar Garta, dre vras.

 

 

Ar Vretoned o tont eus emgav Ploermael. Foto Lena Louarn.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Ploërmel - Coeur de Bretagne
  • Ploërmel

Francis Favereau