An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Seziz Derval ha lazhadeg an ostajidi

Seziz Derval ha lazhadeg an ostajidi - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Meur a wech a-hed an amzer e oa bet lakaet ar seziz war gastell-kreñv Derval.

 

E 1373 e oa bet ar seziz brudetañ, lakaet gant Beltram a Wesklin, gwaz roue Bro-c’hall a gase ar brezel e Breizh a-enep an tiegezh a Vontforzh. Aet e oa c’hoazh kêrioù Roazhon, Dinan, Gwened hag an Henbont gant hennezh pa lakaas ar seziz war gastell Derval, asambles gant an dug a Anjou. Dre ma oa bet lazhet 4 ostaj gant Gwesklin e tivizas Robert Knolles, ar marc’heg saoz a oa mestr ar c’hastell, kas an dorzh dezhañ en-dro o reiñ urzh da  lazhañ tri marc’heg hag ur floc’h. Ha Gwesklin ha paouez gant ar seziz neuze.

E 1593, ouzhpenn daou gantved goude-se e kouezhas ar c’hastell en e boull da heul ur seziz all. En deizioù a-vremañ ne chom eus kastell Derval a weler war ar skeudenn-mañ, nemet rivinoù un tour.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Châteaubriant et de Nozay
  • Derval

31/01/2017