An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Serradur govelioù Henbont

I_
0:0000:00

 

Adalek 1966 e tigreskas tamm-ha-tamm labour Govelioù Henbont. Da neuze e voe lakaet e-plas ur steuñv evit sikour 1400 implijad an embregerezh d’en em stummañ war micherioù nevez.

 

 

Govelioù Henbont, hag a zo lec’hiet e Zinzag-Lokrist er Mor-Bihan e gwirionez, a voe krouet ent-ofisiel e 1864, daoust ma oa bet staget gant ar c’horvoiñ e 1860. Eus unan eus koshañ embregerezhioù Breizh zo kaoz eta, hag ouzhpenn kant vloaz e oa ar govelioù pa voe embannet e vefent serret. Ur pezh stroñs e voe an dra-se, n’eo ket evit an implijidi hepken met evit Breizh a-bezh. A-raok deroù an XXvet kantved ec’h implijent 1500 micherour, tud eus ar vro evit an darn vrasañ anezho.

Govelioù Henbont o doa ur perzh dibar er greanterezh e Bro-C’hall, dre ma ne oa nemeto  hag a oa lec’hiet pell eus ar mammennoù pourvezañ. Hogen e 1952 e voe skoet bed an houarnouriezh gant un enkadenn. D’ar mare-se ne brodue Govelioù Henbont nemet 4 % eus  produerezh houarn-teuz Bro-C’hall. 1700 den a oa implijet d’ar c’houlz, pezh a oa nebeut e-skoaz an degadoù a vilieroù a houarnourien e bro Moselle. Evit Breizh e oa kalz, avat.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Lorient
  • Hennebont

13-02-1967