An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Sant-Nazer ha Sant-Sels er Vojenn Alaouret

Sant-Nazer ha Sant-Sels er Vojenn Alaouret - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Er c’hentañ kantved goude Krist en dije bet Sant-Nazer, ginidik a Roma, dilezet pep tra da vont da brezeg en Itali hag e Galia goude-se.

 

E Nisa e reas anaoudegezh gant Sant-Sels a zeuas da vezañ deskard dezhañ. Prezeg an Aviel, gounit tud d’ar relijion ha gouzañv a rejont asambles o-daou : toullbachet, bazhataet, ha kondaonet e voent da vout beuzet zoken. A-benn ar fin e tistrojont da Itali dre Vro-Suis hag Aostria. Harzet e voent war hent Milano ha dibennet e Roma.

Tennet eo an enlivadenn-mañ eus un dornskrid eus ar XIVvet kantved diwar Ar Vojenn alaouret gant Jakez a Vorajin.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Communauté d'Agglomération Région Nazairienne et de l'Estuaire
  • Saint-Nazaire

01-01-2017