An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Sant-Maloù, kêr gozh ar gourserien

I_
0:0000:00

 

Film kentañ a-vicher Emile Gaudu, a orin eus Pleurestud, skeutaper evit Gaumont-Pathé, ha deuet goude da vezañ pennoberataer ha filmaozour filmoù niverus. Ar film-mañ graet e 1927 ha filmet e 35 mm, a ro ur gwel eus Sant-Maloù gant displegadennoù skrivet war kartoñsoù : ar mogerioù-kreñv betek ar Fort National, ar Be Vras betek delwenn Surcouf war ar c'hae.

 

 

Dedennet eo ivez ar filmaozour gant an eilañ gwarded e tour-tan « La tour du jardin », a-vaez da gêr ar gourserien.

Eil lodenn ar film a zo un testeni dibar diwar-benn an Islandeed p'emaint etre daou brantad pesketaerezh. Miz Here, emañ ar bigi-pesketa er porzh, ar vartoloded a zo o tiskargañ ar moru a vo kaset gant an tren da Vro-C'hall a-bezh, betek dibenn miz C'hwevrer. Gouel ar pardon Bras a vod ur mor a dud duet da saludiñ ar bigi a-raok na 'z afent d'an Douar-Nevez ha da Vor Greunland. Ar bigi teir gwern, sachet gant ramokerioù, a zigae hag a bella a-hed aodoù Sant-Maloù etrezek ar mor bras.

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Saint-Malo
  • Saint-Malo

01-01-1927