Pirc’hirined o tebriñ war ar geot

Abaoe 1625, pa oa deuet war-wel Santez Anna da Iwan Nikolazig, ez eo Santez-Anna-Wened ul lec’h meur evit ar birc’hirined kristen. Bep bloaz d’ar 26 a viz Gouhere e vez dalc’het pardon Santez-Anna, lec’h m’en em vod ouzhpenn 20 000 a dud.
Un doare pirc’hirinded breizhat-rik eo ar pardonioù. Un hengoun a-gozh eo, a zo anezhañ abaoe meur a gant vloaz hag a ziskouez splann feiz pobl ar vro. Ur pardon dibar eo hini Santez-Anna-Wened, o vezañ m’eo unan eus ar re vrasañ e Breizh. En XXvet kantved e teue ar birc’hirined eus Breizh a-bezh d’ar pardon, lod anezho a zeue war-droad zoken ! Splann eo kement-se pa seller ouzh ar c’hartennoù-post, ma weler warno koefoù eus a bep lec’h. An degouezh-se zo un digarez d’en em gavout gant tud all, da bediñ met da gaout plijadur ivez. Goude al lidoù relijiel e vez sonadegoù war leurenn ar benniliz.