An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Pastilles pectorales

Pastilhez Breudeur Ploermael evit ar pas

Pastilhez Breudeur Ploermael evit ar pas - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Diwallit diouzh an dambres… « Sellit mat hag an ardamez-mañ zo war bep boestad pastilhez » a lenned er gemennadenn bet embannet d’ar sul 14 a viz gouere 1901 e L’Echo de l’Ouest.

 

Ardamez ha ger-stur (Doue hepken) Breudeur Ploermael  an hini a warez efedusted ar pastilhez « a-enep an influenza, ar sifern, an droug-skevent, ar boan-goûg, ar pas hirbad ha skuizhder ar vouezh ».

Savet e oa bet Kenvreuriezh Ploermael evit an Deskadurezh kristen gant Jean-Marie de La Mennais ha Gabriel Deshayes. Ganti e veze stummet mistri ha kelennerien ar skolioù kristen betek ma voe divodet e 1903 (lezennoù a-enep ar c’henvreuriezhoù), daou vlaz a-raok ne oa bet distaget an Iliz diouzh ar Stad. En em astenn a reas er broioù estren goude-se. E 25 anezhe emañ c’hoazh en deizioù a-vremañ. 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Ploërmel - Coeur de Bretagne
  • Ploërmel

31/01/2017