An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Pardon Sant-Erwan e Landreger

I_
0:0000:00

 

E Pardon Sant-Erwan e Landreger en Aodoù-an-Hanternoz en em vod ar fideled, en o zouez alvokaded deuet da lidañ o sant paeron. Relegoù ar sant a vez diskouezet e-pad ar prosesion a echu gant an tremen dindan an aoter.

 

 

E-touez holl pardonioù Breizh, hini Sant-Erwan, Erwan Helouri eus Landreger (bet ganet war-dro 1253), a vez lidet abaoe penn-kentañ ar XIVvet kantved, eo an hini brudetañ. Ar skeudenn a zeu diouzhtu d’ar spered eo hini tud a lezenn gwisket e ruz ha du, oc’h ambroug penn ar sant. 

D’an 19 a viz Mae 1347 en doa ar pab Klemañs VI lakaet Erwan Helouri da sant, ur skouer evit ar gatoliked abalamour d’e vertuzioù ; ober an aluzen d’ar re baour, barn en un doare reizh, ar wirionez hag ar garantez kristen, e feiz don, e youl da skignañ ha da brezeg komzoù ar C’hrist hag ar burzhudoù en deus bet digant Doue. En diwezh ar pep heverkañ eo ez eo Erwan ar beleg nemetañ, er Grennamzer, da vezañ bet lakaet da sant. 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Tréguier
  • Pays du Trégor-Goëlo

25-05-1974