An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Nezerez Bro Uzel

Nezerez Bro Uzel

 

Pa vez kaoz eus obererezh al lin hag ar c’hanab etre ar XVIIvet kantved hag an XIXvet kantved, n’heller ket chom hep menegiñ kêr Loudieg. Er prantad-se e oa Aodoù-an-hanternoz e kreizig-kreiz ur c’henwerzh pinvidik hag e veze kaset ar varc'hadourezh eus Sant-Maloù da Vro-Spagn pe da Amerika ar Su.

 

 

Daoust ma’z eas ar c'henwerzh-se da netra dre ma ne voe ket modernaet en XIXvet kantved, e weler nezerezed o wiadiñ kanab gant an dorn war ar c’hartennoù-post kozh. Skeudennoù a-seurt-se a ro an tu deomp da welout penaos e veze labouret gwechall ha penaos e veve hon hendadoù. bremañ ez eus daou virdi gouestlet da hent al lin e Kreiz-Breizh : Ti al lien e Sant-Teliav ha Mirdi ha stal-labour ar gwiaderezh en Uzel.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Centre Bretagne
  • Loudéac