An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Moridigezh ar mordreizher France e Sant-Nazer

I_
0:0000:00

 

E chanterioù an Atlantel e tispleg ar prezidant Charles de Gaulle ur brezegenn digeriñ da geñver moridigezh ar mordreizher France. En ur rentañ enor d’ar mor ha d’an teknikoù gall, e tispleg talvoudegezh ur vag a seurt-se.

 

 

D’an 11 a viz Mae 1960 e oa an holl dud e Sant-Nazer o sellet ouzh moridigezh « bugel ar vro ». Ar France eo ar mordreizher treuzatlantel diwezhañ bet savet gant ar « Compagnie Générale Transatlantique ». Kroget oa bet da sevel ar France e 1957, an trede bag gant an anv-se, goude hini 1865 hag hini 1912. 

Hep ober bruderezh e krog al labourioù kentañ e Sant-Nazer, gant Chanterioù an Atlantel. E miz Gwengolo 1959 eo echuet ar c’houc’h hag e miz Meurzh e kroger d’e livañ. Dont a ra an dud a-vilieroù war-droad, war velo, gant kirri pe busoù eus Bro Retz pe eus ar Brière, eus ar Vañde, Normandi pe Breizh. Pevar zren ispisial a vez leuniet e Pariz ha kirri-nij a zeu a bep lec’h karget a gelaouennerien. Skignet eo al lid er skinwel, e stumm Eurovision.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Communauté d'Agglomération Région Nazairienne et de l'Estuaire
  • Saint-Nazaire

11-05-1960