An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Merk-mouller ar familh Ledan

Merk-mouller ar familh Ledan - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Un arar, div hordennad gwinizh ha div vuoc’h a ya d’ober arouez an ti-moullañ Ledan e Montroulez, bet savet e 1805 gant Alexandre Ledan, krouer ar gazetenn Le Journal de Morlaix, saver ha dastumer kanaouennoù.

 

 

Gantañ ha gant e vab war e lerc’h betek 1880 e voe moullet meur a zastumad kanaouennoù brezhonek hag a oberennoù lennegezh poblek e brezhoneg. Tennet eo ar merk-mañ eus al levr Simon a Vontroulez, pé ar Marc'hadour mercer, azasaet diwar Simon de Nantua ou le marchand forain gant Laurent de Jussieu a gont diwar un deskard yaouank, Simon a Nantua e anv, a zeuas da vezañ Simon a Vontroulez pa voe oc’h ober tro Frañs a foar da foar.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Morlaix
  • Morlaix

31/01/2017