Mengleuzioù staen Lokournan
Abaoe 6 bloavezh e vez korvoet ur gwelead staen e korn-bro Lokournan, e Penn-ar-Bed. Un arbennigour a ra meneg eus ar prantad furchal en deus roet an tu da lec’hiañ resis ar gwelead-se. Displegañ a ra goude-se an teknik evit tennañ kuit ar c’hrailh.
Ar staen, anezhañ ur metal gwevn, aes ha dizaskrignus, en em gendeuz aes gant ar metaloù all. Gant ar c’houevr e ro an arem, gant ar plom e ro an tu da soudañ hag all. Implijet e vez e meur a zegouezh eta : staenadur (houarn gwenn), souderezh hag all. Met Bro-C’hall ne brodu koulz lavarout tamm staen ebet. Estreget gwelead l’Echassière (Allier), al lec’hioù produiñ nemeto a oa war douaroù maengreunek Breizh : gwelead Abbarez (Liger-Atlantel), gwelead Lokournan (Penn-ar-Bed) e gwalarn kêr Vrest. Hemañ, diskouezet er film, a zegas dimp da soñj e voe Breizh en XVIIIvet hag en XIXvet kantved ur rannvro a-bouez evit tennerezh metaloù liesvetalek a bep seurt : plom (Pont-Pagan, tremuzon), arc’hant, staen ha stibiom (Ar Sevnon).