An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Marzioù Breizh stad enne

 

Ur vevenn etre Breizh ha Bro-C’hall eo Marzioù Breizh, anezhi lec’hioù-kreñv bez savet er Grennamzer, eus biz da su ar vro, da wareziñ an dugelezh.

 

Bezañ zo diouzh ar c’hastilli ha diouzh al lec’hioù-kreñv-se ur glad prizius hag a zegas da soñj eus kefridioù-bet ar marzioù-se, leurenn eskemmoù kenwerzhel ha sevenadurel frouezhus koulz ha tachennoù-emgann anezhe.

D’an 10 a viz gwengolo 2010, evit an eil bloavezh diouzh renk, e oa bet savet e traoñ kastell Klison un endervezh gouel anvet «  Marzioù Breizh stad enne» gant ar gevredigezh Breizh Unvan. Sachañ evezh an dud, annezidi koulz ha tremenidi, war identelezh vreizhat al Liger-Atlantel ha kêr Glison ispisial, hec’h istor, he gwiniegi muskadig… an hini oa pal an darvoud-se.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Vignoble Nantais
  • Clisson

01-09-2010