Magoerioù-ar-C'houenon

Magoerioù-ar-C'houenon
E-pad ouzhpenn kant vloaz o deus an embannerien hag ar boltrejerien redet e Breizh eus ur penn d'egile, o luc’hskeudenniñ ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù. Ur sell war mareoù disheñvel ha war kemmoù ar gevredigezh eo ar c’hartennoù-post graet gante.
E-touez ar savadurioù skeudennet ar muiañ hag a ziskouez kemm ar c’hêraozañ e kaver an tiez-kêr hag an ilizoù. Alies 'vez gwelet tourioù iliz diskaret, devet, distrujet e-pad ar brezel hag adsavet evel-evel pe hervez stil sevel-tiez ar prantad. Gant ar c’hartennoù-post e c’hell pep hini distreiñ war an amzer ha merzout emdroadur al lec'h m'emañ o chom etre 1 900 ha bremañ.
<o:p></o:p>