An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Léon Durocher, ginidik a Bondi, chañsoner e Montmartre

 

Léon Durocher (1862-1918), bet ganet e Pondi , a oa Düringer e anv gwirion. Ur stal bresañ bier a oa bet savet eno gant e dad, deuet eus Alamagn. Kustumiñ a rae kanañ en tavarnioù e Montmartre hag e Breizh ha buan e oa deuet e anv barzh, Léon Durocher, da vezañ e anv ofisiel. Tost da 400 barzhoneg, sonioù ha kanaouennoù a oa bet savet gantañ, kement ha ken brav ken e voe graet Barzh Bro-Dreger dioutañ. Mont a reas da genlabourat gant Le Fureteur breton diwar goulenn Maurice Le Dault.

 

E Tregastell e kustumas hañviñ adalek 1900 dre m’en doa lakaet sevel un ti eno, Ker Ninoc’h e anv, gant skoazell e amezeg Charlez ar Govig. Tro en deveze da gejañ gant Anatol ar Braz hag un toullad reoù all eno. E boltred a weler war ur vedalenn peg ouzh ur garreg e pleg-mor Santez-Anna Tregastell.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Pontivy
  • Pontivy