An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

L'enquête va commencer !

O vont da gregiñ gant an enklask emaer !

 

E fin ar bloavezh 1974 e oa Plogo e-touez ar c’humunioù bet dibabet ez-ofisiel e Breizh a c’hellje ur greizenn nukleel bezañ savet enno. E 1978 e voe choazet Plogo da vat. Kerkent e savas ur stourm kalet er gomun vihan-se, nebeutoc’h evit 2 400 a dud o chom enni. En e daerañ en em gavas ar stourm e deroù ar bloavezh 1980, etre an 31 a viz genver hag ar 14 a viz meurzh, da goulz an enklask war interest publik ar raktres-se.

Dilezet e voe e miz mae 1981 pa voe dilennet François Mitterand da brezidant ar Republik.

 

 

A bep-seurt obererezhioù dibar a voe ijinet d’ar c’houlz-se gant ar stourmerien evit talañ ouzh ar raktres : Savet e voe ur bodad kenberc’hennañ douar-labour, staliet ur c’hraou-deñved war dachenn Feunteun-Aod, aozet arvestoù « Ar furlukin atomek » gant Jean Kergrist, krouet ar gelaouenn « Nukleel »,… A bep seurt binvioù kehentiñ fent enne, a-skouer gant ar skritell-mañ, a voe ijinet ivez gant enebourien raktres ar greizenn nukleel, a-hed ar pemp bloavezh-stourm-se.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Cornouaille
  • Plogoff

Filipandré
01-01-1980