An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Lazhañ ar pemoc’h !

I_
0:0000:00

 

Ar pemoc’h « zo ul loen dreist d’an holl, netra ennañ na ya da goll », hervez ar ganaouenn.

Lazhañ al loen, arouez an tiez-feurm hag un darvoud a-bouez e buhez ar baizanted, zo bet filmet e 1965 e Langon gant Paul Ribot (1925-2002). Da vare ar cheñchamantoù bras el labour-douar, gant kresk an desevel loened e-maez douar, e ro filmaozer kamera-klub an SNCF e Roazhon un testenni eus ar chemet artizanel-se, o tiskouez a-dost lid lazhañ ar pemoc’h : al loen o tont er maez eus ar c’hraou-moc’h, an diwadañ, skraberezh ar reun, digeriñ ha divouzellañ ar pemoc’h war ar c’hrog. An deiz war-lerc’h ar bosañ e film en ur gegin prientiñ ar c’hig (gwadegennoù, silzig, pastez...) hag ar pred bras d’ar Sul.

 

 

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Rennes
  • Langon

01-01-1965