An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Laz-seniñ Saverieg

Laz-seniñ Saverieg

 

En XIXvet e kreskas al lazoù-seniñ er memes koulz evel ar sonerezh milourel. Fleütoù, oboelloù, klarinetennoù, trompilhoù, kornoù, trombonoù stirellek, gourzaboulinoù ha simbalennoù a oa enno.

 

 

Peurliesañ e vezent savet gant amatourien hag a ’n em vode asambles. Micherourien, pomperien pe implijidi kêr e oant, sot an holl anezho gant ar sonerezh. Gant an tier-kêr e veze sikouret diorren ar bodadegoù-se. Int-i eo a veze karget da lakaat buhez er gouelioù hag el lidoù, e-pad ar baleadennoù pe er c’hioskoù-sonerezh, hag az ae war stankaat d’ar c’houlz-se. Dre ma veze produet binvioù sonerezh diouzh an druilh e tigreskas a-galz ar prizioù. Er memes koulz e oa levezonet ar sonerezh pobl gant sonaozourien veur evel Berlioz, Saint-Saens pe Gounod.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Châteaubriant et de Nozay
  • Saffré