An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Langan

I_
0:0000:00

 

E-pad ar bloavezhioù 30 o deus Émile Houdus (1906-1993) hag e wreg Marie-Thérèse Rault (1908-1989), tud anavezet e bed al luc’hskeudenniñ e Bro-Felger, sevennet filmoù diwar-benn ar vuhez pemdez e kantonioù Entraven hag ar Gougleiz. Fiziadour evit Pathé oa o studio e Tremblay, ha dre-se en doa Émile Houdus arnodet ar sinema 9,5 mm oc’h ober un ugent teulfilm bennak.

Ar beni-mañ, filmet e fin ar bloavezhioù 50, zo gouestlet da Langan, e lec’h ma veve an aotroù Rault, person ar barrez ha kar d’e wreg. Goude filmañ ar presbital e ra ar realizatour poltred un eontr, pintet war e draktour o tiaoulañ ur park bevennet gant penngosoù. Peurest ar film zo gouestlet d’un eured ha d’ur prosesion gouzoumenn.

 

 

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Rennes
  • Langan