An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Labourerezh-douar nevez, garzhaoueg nevez

I_
0:0000:00

 

« Labourerezh-douar nevez, garzhaoueg nevez » a oa bet arc’hantet e 1972 gant Kevredad Broadel Diorren Terkañ ar Font, al Labour-douar hag ar Maez. E bal a oa displegañ d’al labourerien-douar « tuioù mat » an adlodennañ, da lavarout eo : stagañ an tachennoù evit mirout ouzh dastammadur an douaroù ha stummañ douaroù-gounit bras evit reiñ an tu d’ober gant ardivinkoù efedus, strollañ tachennoù evit gellout diorren ar sevel loened, krouiñ kenskoazell etre an dud dre ar c’hevelourioù, tennañ muioc’h a splet eus al labour, digreskiñ ar c’houst produiñ, stourm a-enep an divaeziañ, azasaat ouzh doareoù nevez al labour-douar evit talañ ouzh ar c’hevezerezh en Europa, gwellaat an aveadurioù (hentoù, tachennoù sport, tier ar retredidi…).

 

Dre ar film-mañ, ennañ atersadennoù dilennidi ha labourerien-douar eus Treant-an-Erzh ha Yaoued e vez graet meuleudi d'un doare nevez da welout ar maezioù. 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays d'Ancenis
  • Trans-sur-Erdre

01-01-1972