An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kontoù fablik iliz Sant-Sulpis Felger

Kontoù fablik iliz Sant-Sulpis Felger - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Emañ iliz Sant-Sulpis Felger e traoñ ar c’hastell, e-maez ar mogerioù-kreñv, e-kreiz traoñ-kêr.

 

Savet e oa bet tamm-ha-tamm adalek 1380. Kaieroù kontoù he savidigezh zo bet dalc’het en o reizh eus an eil prantad d’egile. An iliz-se ne oa diouti nemet chapelig ar givijerien da gentañ. Kreskiñ a reas pa voe savet chapel vras Itron-Varia e 1410, astennet he c’heur e 1412 ha savet meur a adchapel goude-se c’hoazh. War-dro 1410 e oa bet skrivet an tammoù-kontoù-mañ. Un testeni eo eus ar micherioù a bep seurt a oa war ar chanter (kilvizien, mañsonerien, pikerien-vein, alc’hwezourien…), eus an danvezioù (prenn, greunvaen, mein glas), hag eus koust al labour, diner-ha-diner.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Fougères
  • Fougères

31/01/2017