An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Koc’hu Gazilieg

Koc’hu Gazilieg

 

Pep hini, o sellet ouzh ar c’hartennoù-post , a c’hell kaout ur sell war an amzer dremenet ha gwelet penaos eo kemmet al lec’h m’emañ o vevañ ennañ abaoe ar bloavezh 1900. gwir eo, peurvuiañ ez eo bet kemmet, a-hed ar bloavezhioù, dremm ar c'hêrioù, savadurioù zo bet diskaret, diblaset, adsavet pe roet un implij all dezho pe dilezet.

 

 

Setu ar pezh a zo c’hoarvezet gant koc’huoù koulz lavarout holl gumunioù Bro-C’hall. Ar savadurioù-se, frammet mat, a servije da werzhañ marc’hadourezh a-vras, evit o adwerzhañ d’ar stalioù goude-se. E penn kentañ an XXvet kantved ne oa mui ezhomm anezho ha kalz diouto a zo bet distrujet. Setu ar pezh a zo c’hoarvezet e Gazilieg, savet oa bet ar c’hoc’hu e 1739 ha tamm-ha-tamm adalek 1834 ez eo bet distrujet evit sevel ti-kêr kentañ ar gumun. Peurzistrujet eo bet ar c’hoc’hu e 1886 ha savet ur c’hoc’hu doare Baltard e plas. Ne chom tamm roud ebet dioutañ ken hag e 1970 ez eus bet graet ur parklec’h eno.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • La Gacilly
  • Pays de Redon et Vilaine