An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kloc’h Rivoù

I_
0:0000:00

 

Kloc’h un iliz zo un oberenn zibar, a zo bet bravaet alies gant kinkladurioù hag enskrivadurioù na weler ket e lec’h all. E-pad kantvedoù ez eo bet o seniñ. En ur gêriadenn ez eo un darvoud meur cheñch kolc’h. War-dro ar bloavezhioù 50, e Rimou, e tegemeras an dud hag ar person ur c’hloc’h nevez : e staliañ en iliz a voe un taol kaer. Émile Houdus, ul luc’hskeudenner brudet eus Felger hag ur filmaozer en e eurioù vak, a oa ganto en deiz-se, evit derc’hel soñj eus un darvoud ken dibaot.

 

 

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Rimou
  • Pays de Fougères

01-01-2016