An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kevredigezh Studial ha Gwareziñ an Natur e Breizh

 

E 1953, d’ur c’houlz ne oa ket an ekologiezh diouzh ar c’hiz evit c’hoazh en em vodas tud dedennet gant pinvidigezh natur ar vro evit he difenn. E 1958 e voe savet gante Kevredigezh Studial ha Gwareziñ an Natur e Breizh (SEPNB) ha boulc’het an dachenn o krouiñ ar mirlec’hioù kentañ evit laboused an aod.

 

 

E 1998 e teuas an SEPNB da vezañ Breizh Vev-SEPNB hag astennet e voe he fleustr da gement tra o tennañ da warez an endro, ha pa chome liested ar vuhez he freder kentañ.

Goût a oar Breizh Vev ervat ne c’hell ket-hi kas pep tra war-raok hec’h-unan. Broudañ raktresoù niverus a ra eta ha degas he lod da obererezhioù boutin, asambles gant kevredigezhioù all e pemp departamant Breizh, abalamour da bouezañ muioc’h en divizoù publik. Kenlabourat a ra ivez ingal gant ar Stad, ar strollegezhioù lec’hel, an embregerezhioù, ar skolioù hag al labourerien douar evit ma vo dalc’het brasañ kont eus an natur.

(Diwar : Breizh Vev – Sez sokial e Brest - www.bretagne-vivante.org)

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Brest
  • Brest

Eschermann (dessiné par)
01-01-1998