An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kevelouri labour-douar Ankiniz

I_
0:0000:00

 

Kevelouri labour-douar Ankiniz, dezverket gant he zachennad hag he liesseurtegezh a zegas ur skoazell deknikel hag ekonomikel d’an izili, en ur zoujañ da ezhommoù ar vevezeien. Lakaat a ra ar pouez war aozadur ar produiñ.

 

 

Betek deroù ar bloavezhioù 1950 e veve labour-douar kornôg Bro-C’hall en un hanter glozekonomiezh. Er bloavezhioù 1960-1970, diwar intrudu ur rummad kouerien yaouank diwanet eus ar JAC (yaouankizoù kristen ar maezioù, YKAM) e weled un treuzfeurmadur o tont, un disparti el labour-douar. Adalek ar bloavezhioù 1960 eo e gwirionez e rankas labour-douar kornôg Breizh talañ ouzh an doare produiñ kevalaour, hag e ranked en em c’houlenn penaos ober evit e gendeuziñ er sistem ekonomikel-se. Al labour-douar a-stroll eo a zo bet an hent aliet an aliesañ gant ar sindikadoù, pe en ur gevelouri, pe en ur SICA (Kevredigezh a Interestoù Labour-douar Strollel) kenwerzhañ. An tremen eus an deorienn d’ar pleustrerezh a voe graet hervez doareoù liesseurt, koulz evit prenañ dafar ha gwerzhañ ha treuzfeurmiñ ar produoù.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays d'Ancenis
  • Ancenis

19-02-1966