An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kestell ar Mor-Bihan

I_
0:0000:00

 

avadurioù kaer a zo er Mor-Bihan, evel kastell Susinioù hag hini Josilin da skouer. Ar familh de Rohan zo perc’henn war kastell Susinioù. Evit a sell ouzh kastell Susinioù avat, emañ kastell-kreñv an XIIIvet kantved dindan perc’henniezh ar C’huzul-Departamant, a lak anezhañ e ratre abaoe 1965.

 

 

E kêr Sarzhav er Mor-Bihan emañ kastell Susinioù, war gourenez Rewiz. Abaoe 1840 emañ war roll ar monumantoù istorel ha dindan perc’henniezh departamant ar Mor-Bihan abaoe 1965. Savet eo war aod ar meurvor Atlantel, a-us da geunioù (da vare an uhelvor e veze leuniet an douvezioù gant ar mor). An anv « Susinioù » zo ennañ ur rakger roman hag ur pennrann keltiek. Gellout a reer treiñ anezhañ gant « war ar geunioù ».

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Pontivy
  • Rohan

29-06-1988