An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kêr-Vrest, distrujet da vat

I_
0:0000:00

 

Dezrevell adsavidigezh Kêr-Vrest, hag a ziskouez dre benaos e teuas a-benn ur rummad tud da adsevel ur gêr diwar he dismantroù.

 

E miz Gwengolo 1944 e oa Brest ur gêr verzheriet. Abalamour d’ar 165 a vombezadegoù ha d’ar seziz 45 devezh, e oa koulz lavaret peurzismantret. Diwar 16 500 savadur, 13 000 anezho a oa e stad fall-tre : spontus e oa ar freuz.

Ugent vloaz war-lerc’h e kinnig gant plijadur Jean Le Goualc’h e gêr, hag a zo bet adsavet. Stalioù brudet a zo bet digoret e straed Siam, lec’h m’eo plijus pourmen bremañ. E kreiz-kêr, tro-dro da vali Clemenceau ha da blasenn ar Frankiz eo aesaet red-dired an otoioù a a-drugarez da straedoù ledanoc'h. Adsavet eo bet an ilizoù hag ar savadurioù foran en un doare modern a-grenn. 

Ul linenn garr-nij war-du Pariz a zo bet digoret, war-gresk ez a obererezh ar porzh hag ur skol-veur a zo e Brest hiviziken. Ouzhpenn da se ez eus ul lañs bras gant an demografiezh : pa oa 110 000 a annezidi e 1954 er gêr c’hreantel, ez eus 150 000 anezho e 1964.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Brest
  • Brest

01-01-1944