Kas a ra Ponthus ur c’horr da embann
Ar c’hrogadoù a vo bep meurzh e koad Brekilien

Kas a ra Ponthus ur c’horr da embann ar c’hrogadoù a vo bep meurzh e koad Brekilien - Levraoueg Meurgêr Roazhon
E Breizh e c’hoarvezas, hervez ar vojenn, lod eus troioù-kaer Ponthus, mab roue Galisia. Kuitaat e vro ha mont da glask repu e lez Hugel, roue Breizh, a rankas hennezh ober da heul trec’h ar Sarazaned war e dad. Eno e voe piket e galon gant Sidoine, merc’h ar roue, bras he c’hened.
Hervez ar vojenn c’hoazh e vroudas ar marc’heg kalonek-mañ e genseurted da c’hourdoniñ d’an emgann, bep meurzh e koad Brekilien, kent gounid e vro en-dro. Kement-mañ a lenner war an engravadenn-mañ.