An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Karreg Uzel e Pléchâtel, ur gwelva dibar

Karreg Uzel e Pléchâtel, ur gwelva dibar - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Balirañ traoñienn ar stêr Wilun a ra karreg Uzel e Pléchâtel.

 

Taolennet eo bet al lec’h digenvez-se, mougevioù e-leizh ennañ gant Adolphe Orain en e gontadennoù a vro c’hallo. Karreg Uzel eo titl unan dioute just-awalc’h. Istor Janed ha Loeiz eo ar gontadenn-se. O chom a bep tu d’ar stêr e oant, magañ a raent karantez an eil ouzh egile ha trec’h e voent war an trubuilhoù a voe gouzañvet gante da vare Brezelioù ar Groaz.

Tennet eo an dresadenn-liv-mañ eus un albom tresadennoù ha dourlivadennoù gant Théophile Busnel.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays des Vallons de Vilaine
  • Pléchatel

01-01-2017