An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Kaourantina Lanveur

Kaourantina Lanveur

 

Kalz a skeudennaouerien kartennoù-post o deus bet labouret e Breizh. Géo-Fourrier, Georges Fourrier e anv gwirion, zo unan anezho. Daoust ma n’eo ket gwall anavezet e oberennoù gant ar braz eus an dud ez eo talvoudus-kenañ e labour evit Breizh.

 

 

Skeudennet en deus gweledvaoù, treset poltredoù ha dreist-holl, treset gwiskamantoù hengounel Breizh en un doare spis. Kaourantina Lanveur zo unan eus dremmoù Breizh bet savet gantañ. Gant he gwiskamant hengounel e oa bet livet ar plac’h yaouank genidik a Bont-Aven. Hervez skrivagnerien an XXvet kantved e oa maouezed Pont-Aven ar re vravañ e Breizh. Moarvat e oa deuet ar soñj-se dezho abalamour da gaerded o c’hoef ha d’o gwiskamantoù flamm karget a vroderez.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Cornouaille
  • Pont-Aven