An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Jil a Raez ha Glazevarv

 

Ur c’heneil leal da Janed Arc’h e oa Jil, baron Raez hag aotrou Machikoul e-pad Brezel ar C’hant-Vloaz.

 

Lakaet e voe da varichal Bro-Frañs kent distreiñ war e zouaroù e lec’h e teuas da vezañ ur muntrer. Lakaet e voe an harz warnañ e 1440 en e gastell e Machikoul. Kondaonet e voe e Naoned evit bezañ lazhet ur c’hant bennak, ha martreze kantadoù a vugale eus ar vro. Kement a bajennoù a skriver c’hoazh en deizioù a-vremañ diwar Jil a Rae ken ez eo aet gwirvoud e vuhez en tu all d’ar vojenn ha d’he alc’hwez hud.

Krouet e oa bet marvailh Glazevarv gant Charles Perrault diwar istor Herri VIII, roue a Vro-Saoz e zek gwreg.

Diwar almanak ar Post hag ar Pellskridoù, 1885.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Retz Atlantique
  • Machecoul