An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Jeanne Malivel

I_
0:0000:00

 

Jeanne Malivel, bet ganet e Loudieg, a zo un arzourez vreizhat bet kemeret perzh ganti e luskad ar Seiz breur. Roger Gicquel, he niz, a ra eñvor eus he labour.

 

 

E 1995 e lide kêr Loudieg kantved deiz-ha-bloaz ganedigezh jeanne Malivel ; o rentañ enor evel-se d’un arzourez vreizhat. Goude bezañ bet stummet e skol an Arzoù Kaer e Pariz hag e stal-labour Maurice Denis, e tibabas Jeanne Malivel distreiñ d’he bro c’henidik. Kompren a reas buan pegen talvoudus e c’helle bezañ sevenadur Breizh hag e fellas dezhi treuzkas d’ar Vretoned o ferzhiekadur en un amzer-dremenet skedus. Deskiñ a reas neuze brezhoneg, hag eus 1919 da 1922 e taolennas istor Breizh dre engravadurioù war goad.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Loudéac
  • Pays du Centre Bretagne

15-04-1995