An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Harzoù reter Breizh

Moulin pendu ou péage ?
Moulin pendu ou péage ? - BCD.

 

An harzoù zo muioc’h eget lec’hioù ma ’n em gav tal-ouzh-tal div vro dezho pep a arme, pep a bolitikerezh, pep a ziplomatiezh. Bez’ ez eus anezho ivez tachadoù eskemm an eil gant eben, levezon an eil war eben. Merket e vez ganto c’hoazh un troc’h etre strolloù a-fet sevenadur, yezh pe relijion. Dalc’hmat e vez diresis ha cheñch-dicheñch an harzoù, pe marzoù, pa vo lavaret. Bep ma kemer nerzh an naoutur a Stad an hini eo hepken e teu da wir an harzoù politikel reoliet naet ha pizh.

 

 

Ganedigezh Breizh

 

P’emañ an Impalaeriezh roman war an echu ez eus Bretoned penn-da-benn al lodenn walarn anezhi, met divroañ a reont dreist-holl war-zu ar c’heodedoù osismi ha koriosolit.

Kentañ gwech ma voe graet anv eus Breizh (Britannia) evel un tiriad diforc’h a voe en Istor ar Franked gant Grégoire de Tours (e-tro 572).

 

 

Amzer Merovingiz (VIvet – VIIIvet kantved)

 

Kouezhañ a ra Bro-Gwened etre krabanoù ar Vretoned e fin ar VIvet kantved. Emañ an armeoù Frank e gwarnizon « e-kichen ar Gwilen evit talañ ouzh Gwereg » (roue Bro-Gwened) eme Grégoire de Tours.

 

Hervez buhez Sant-Maloù, e diwezh ar VIIvet kantved, e teuer e-barzh bro-Vreizh dre dremen en tu-mañ d’ar Gwilen e Gwipri. Diouzh an destenn-se, a weler enni stad an traoù kent ar bloaz 851, e seblant an harzoù « naturel » etre Bretoned ha Franked bezañ bet merket gant ar Gwilen meur a gantved pad. Daoust d’ar Gwilen merkañ un troc’h eta – n’eus bet kavet na meneget tamm stal-gognañ merovingat er c’hornôg d’ar stêr, hini Gwened a oa bet serret prestik goude 575 – e vefe aner enebiñ Galianromaned ouzh Breizhiz o kenvevañ en daou du d’ar stêr, ha tost an eil re ouzh ar re all e meur a geñver.

 

Er gronikenn bet lakaet war anv Fredegar (VIIIvet kantved) ez eus meneg eus harzoù ar Vretoned (britannorum limes). Un ardremmez eus ar marz karolingat eo, ur bastell-vro sevenet gant Merovingiz evit o armeoù, kuit na c’hallfe Breizh kevrediñ gant Akitania pergen.

 

Amzer Karolingiz (VIIIvet –Xvet kantved)

 

Adtapet Gwened gant ar Franked e 753. War an harzoù e savont ur marz, ennañ keodedoù Roazhon, Gwened ha Naoned.

E 831 ez eus deroet unaniezh da Vreizh evit ar wech kentañ gant Loeiz an Deol, pa lak dindan renerezh Nevenoe un tiriad, Breizhiz o chom ennañ dreist-holl, ha kresket ouzhpenn gant Bro Gwenrann etre ar stêrioù Gwilen ha Brived.

War-lerc’h trec’h Erispoe, mab da Nevenoe, war Karl Voal e Yenglenn e 851, e teu broioù Roazhon, Naoned ha Raez dindan beli ar Vretoned.

Tapout a ray Salaun gant Karl Voal, un nebeud bloazioù goude, kaout un astenn d’e c’halloud betek broioù Angers (863), Coutances hag Avranches (867).

 

Breizh ar feodalc’helezh (Xvet- XIIIvet kantved)

 

Etre 919 ha 936 n’eus ket mui a Vreizh ent-politikel, aloubet ma’z eo bet ar vro gant an Normaned. Gant Alan Varvek avat e teu en-dro galloud an dug, staliet e lez gantañ e Naoned. Krennet eo bet an douaroù emañ o ren warno, memes re hag e 851 en-dro. Diwar kevrediñ e 941-942 gant Gwilherm Penn-Stoub, dug Poatev, e c’hounez Alan Varvek broioù Mauges, Tiffauges hag Herbauges er c’hreisteiz d’al Liger.

Dalc’hen a ray e susitourien eus lignez Roazhon un aotrouniezh war ar gonted all e Breizh, mod pe vod. Eus 952 da 1054 eta e klask konted Naoned chom dizalc’h etre beli konted Roazhon ha beli konted Anjev. Gant ar gwan ma’z eo ar Vretoned e vez aesaet da Anjev ha Normandi en em astenn war marzoù ar reter (kollet Menez-Mikael-ar-Mor, Craon hag ar Mauges).

Stabilaet an harzoù en XIvet ha XIIvet kantved, merket gant mein-bonn (evel karreg Breizh, etre Ingrandes ha Le Fresne-sur-Loire) ha gwarantet dre skridoù-emglev o spisaat marzoù sklaer (evel an disparti etre Breizh ha Poatev) emsavoc’h statud an tailhoù enno.

 

Skoazell a ra an duged lakaat sevel war an harzoù meur a aotrouniezh feal, kreizet o douaroù war-dro melloù kastelloù kreñv (Felger, Gwitreg, Gwerc’h-Breizh, Kastell-Briant, Ankiniz, etc.). Harzoù an dugelezh ne viront tamm ebet ouzh aotrounez ar c’hastelloù-se d’en em glevet gant o amezeien evit aesaat an difraostañ hag ar c’henwerzh.

 

N’eo ket graet c’hoazh ar c’hendeuziñ etre brezhonegerien ha romanegerien. « Diabolici viri », gwazed an diaoul, a vez graet eus ar Vretoned gant skriver Kronikenn Naoned, un den tost da eskob Naoned e-tro 1050. Kemm zo lakaet etre Breizhiz ha Naonediz war roll an testoù war ur garta gant Alan Fergant (war-dro 1060-1119), sed aze ur skwer all.

 

Pierre Abelard, a skrive e oa « a orin eus ur vourc’h war treuzoù Breizh » (Ar Palez), n’eus tamm damant en e gomzoù diwar goust menec’h Lokentas ma oa bet tad abad dezho e gourenez Rewiz : « Ur vroad barbared e oa, dezhi ur yezh dianavez din, hag e-touez ar venec’h, anav d’an holl, gizioù bevañ kilverz ha diharp-krenn ouzh pep tra, ha war o zro tud gros ha gouez » (Istor ma gwalleurioù, war-dro 1132).

 

Ar Stad Vreizhat (XIVvet – XVvet kantved)

 

Ur wech distro ar peoc’h goude brezel hêrezh dugelezh Breizh (1341-1364) e kemer an duged o c’hreñv war an aotrounez all. Melestradurezh ur Stad souveren eo a vez diorroet ganto. Harzoù armet a savont e-tal Bro-C’hall, ha hi e-kreiz he brezel Kant Vloaz da neuze. Un takad tapon zo harpet outañ ur rouedad kestell kreñv war al linenn gentañ, eus Dol da Bornizh. War ar memes tro e vez forchet gant ar propaganda ur vreizhadelezh stroll, kreizet war-dro an aotrou dug e-unan, ha diazezet war un istor nevez-skrivet diwar orinoù disheñvel diouzh re Bro-C’hall.

 

Ar broviñs (1532-1789)

 

En edit unvaniñ Breizh ha Bro-C’hall e 1532 e vez doujet da harzoù an dugelezh kozh. Heñvel tra a vo graet e 1790 pa ’n em gavo ar pemp departamant e-diabarzh harzoù ar broviñs kozh, met a-fet politikerezh pe melestradurezh ne vo ket ken eus Breizh diwar neuze.

Adalek an Dispac’h betek 1956, n’eus ket a diriad politikel a gement a ve bodet ennañ departamantoù bet savet diwar Breizh kozh, nemet e-pad mare ar Stad c’hall (1940-1944) ma saver rannvroioù betegoût, da c’hortoz adsevel ar proviñsoù. Ha setu Breizh diskolpet diouti departamant al Liger-Izelañ. Memes mod e vo didroc’het ar « rannvro programm » sevenet e 1956, ha dalc’het e vo d’ar mod-se c’hoazh e 1982 pa vo savet ar rannvroioù er renk a « strollegezhioù tiriadel » gant al lezenn digreizennañ.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Vitré - Porte de Bretagne
  • Vitré

Philippe Lanoë
05-09-2016