Gwellaat an hent etre Naoned ha Roazhon
Hiziv e vo digoret un troc’had nevez a bevar bann eus an hent-tizh 137 e Saverieg (Liger Atlantel). An DDE en deus kinniget tresadur an hent tizh Naoned-Roazhon a vo echu d’e gempenn a-benn 1989.
An hentoù-tizh a rae un dresadenn a c’hwezek ahel adalek Pariz, hag ar redoù kehentiñ krouet war-lerc’h a heulias e-pad pell ar reizhenn Pariz-Rannvro, o pouezañ dre se aozadur kreizennet Bro-C’hall. Santet o deus ar rannvroioù e oant disoñjet ha savet o deus o c’hein. Adalek 1953 ec’h atersas ar CELIB ar gouarnamant diwar-benn ur steuñv adaozañ an tiriadoù, ennañ ivez ur programm evit an hentoù. Steuñv Breizh an hentoù ne zeuas er-maez eus an teuliadoù nemet e 1970 ; dont a reas da wir evel un astenn da raktresoù bras, o fal divac’hañ Breizh hag ivez kempenn an ahel Naoned-Roazhon.