An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Gwallvarrad war ar boteier e Felger

I_
0:0000:00

 

Felger, anezhi ar gêr ar muiañ greantelaet eus an departamant, a vev diwar ur greanterezh hepken, hini ar boteier. Abaoe un nebeud bloavezhioù emañ an ijinerezh-se en un enkadenn. Klozañ a ra al labouradegoù an eil war-lerc’h eben, en ur lezel ar boblañs en anken.

 

 

E memor an dud e vez stag da vat ar bloavezh 1968 ouzh luskad dispac’hañ ar studierien. Pouez darvoudoù miz Mae a zo techet da lakaat da zisoñjal ne voe ket afer ar studierien hepken, eus Pariz, hag o padout ur mizvezh nemetken eus ar bloavezh. Al luskad kevredigezhel bras-se, enskrivet evit gwir en ur prantad hiroc’h, en deus lakaet da fiñval luskadoù kevredigezhel liesseurt eus poblañs Bro-C’hall, ha kement-se er c’hwechkogn a-bezh. Al luskad micherour peurgetket a voe dassonus-kenañ. E kentañ trimiziad ar bloavezh 1968 e c’hoarvezas diskrogoù-labour bras e meur a gêr eus Kornôg  Bro-C’hall (evel e Caen pe e Redon). Felger, ur gêr vreizhat lec’hiet e departamant an Il-ha-Gwilen, a c’hoarvezas enni un diskrog-labour bras d’ar 26 a viz Genver 1968. Meur a Felgerad, hag ur brasniver anezho o labourat en ijinerezh ar boteier, a zibunas a-drek dek arched oc’h aroueziañ an dek labouradeg a serras ar bloaz a-raok. Kalz a destoù, goulennataet er gelaouadenn-mañ, a gomz, int ivez, eus ar gwallvarrad a skoas war ar gêr vreizhat-se.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Fougères
  • Pays de Fougères