An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Gouel ar Rouedoù Glas

I_
0:0000:00

 

E 1905 e oa bet krouet Gouel ar Rouedoù Glas, e-kreiz enkadenn ar pesked dre genskoazell gant ar vartoloded. Deuet eo da vezañ ur gouel a lider war an ton bras e kêr gloz Konk-Kerne. Gwechall e veze dibabet ar Rouanez e-touez micherourezed ar friturioù. Jehan Courtin (1895-1968), mestr ar friturioù Courtin e Konk-Kerne, a filmas ar gouel-se e 1949 pe 1950.

Kelc’hioù keltiek a-bep seurt ha strolladoù sonerezh deuet a Vreizh a-bezh a zibune dindan selloù bamet an dud : Korollerien Benoded, bagad ha Kelc’h Keltiek Karaez, laz-kanañ Konk-Kerne…

Kinniget e vez ivez un tamm eus Gouel ar Rouedoù 1932, gant ur genstrivadeg gouren.

 

 

 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Cornouaille
  • Concarneau

01-01-1955