Foar al levrioù e Begerel
Kumun Begerel en Il-ha-Gwilen a fell dezhi dont da vezañ ur Gêr a levrioù. Harpet eo ar raktres sevenadurel gant ar gevredigezh Savenn Douar. Er stern-se ec’h aoz ar gevredigezh foarioù levrioù.
Evel orin ar raktres « Begerel, kêr al levrioù » e kaver ur gevredigezh, Savenn Douar. Savet e 1985 war intrudu Colette Trublet hag un toullad eus he mignoned, he deus ar gevredigezh-se da bal krouiñ un nerzh-lañs sevenadurel hag ekonomikel war ar maez. P’o deus merzhet diouzh un tu, e c’helle ar c’hengreizennañ degas d’e heul stummoù bevañ stresus er c’hêrioù, ha diouzh un tu all diboblañ ar maezioù, e tivizas an nevez-maeziaded lakaat e pleustr raktresoù evit degas buhez en dro d’ur gêriadenn. Evit Colette Trublet, ekonomiezh ha sevenadur n’int ket kontrol an eil ouzh egile, met en-enep, kenglotus. Fellout a ra d’ar gevredigezh diorren meizad an embregerezh sevenadurel evit krouiñ an obererezh micherel, bividik war dachenn an ekonomiezh, gant ar sevenadur da ziazez. Evit-se e tiskouez Savenn Douar bezañ kejadenn daou duadur kreñv eus deroù ar bloavezhioù 1980. Gant donedigezh François Mitterrand e penn ar Stad c’hall e teuas ar sevenadur da vezañ un dalvoudegezh diarvar ha leun a ster. Ministrerezh ar sevenadur a gemeras ul lec’h pouezus e-barzh ar gouarnamant nevez.