An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Fest-vraz e Plouizi

 

Ur gevredigezh kenskoazell etre Vretoned eo Skoazell Vreizh, bet krouet e 1969, dezhi ur statud kevredigezh a interest publik. Sikour familhoù ar brizonidi bolitikel vreizhat eo he fal, dre zastum arc’hant da bastañ d’o ezhommoù pemdeziek, da c’hoprañ avokidi ha da aozañ an difenn.

 

E-touez krouerien ar gevredigezh e oa ar barzh Xavier Grall, Gwenc’hlan ar Skouezeg ha Yann Choucq. Jérôme Bouthier eo he frezidant bremañ, da heul Pêr Roy (betek 1978) ha Pêr Loquet (betek 2006).

A-viskoazh eo chomet Skoazell Vreizh war dachenn skoazell mab-den, kuit a vont war hini ar bolitikerezh.

Pourvezet eo teñzorouriezh Skoazell Vreizh gant donezonoù hec’h izili, skoazelloù dre dreuzvankadennoù miziek pe dreistordinal, gounidoù diwar aozañ arvestoù, festoù-noz ha sonadegoù.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Guingamp
  • Plouisy